Keit Vimp Bev

  • Ur vallozh kriz a zo kouezhet war familh ar Vaskervilled, ha war maner o hendado, ur savadur digenvez e-kreiz ul lanneg c'houez : a-wecho e tifoup ur c'hi diaoulek, ul loen euzhus, bras-divent, o kas ganta an Andou war e gein.
    Ha liv gwir zo deuet war ar vojenn ga vaouus-se gant marv trumm ha skrijus Sir Charles Baskerville ha gant ar yudadenno hirisus a vez klevet bep an amzer o tont eus ar geunio, eus Geun Vras Grimpen.

  • Breton Dek morian bihan

    Agatha Christie

    Ar romant polis gwerzhet ar muia er bed : ouzhpenn 100 milion a skouerennou !

    Dek... Dek den e-barzh ur maner digenvez war un enez a-vaez da aod an Devon bodet gant un den kevrinus anvet U. N. Owen.
    Nav... E-pad koan e vez tamallet, ouzh pep hini anezho, gant ur gemennadenn enrollet, kuzhat ur sekred kablus. Hag a-raok fin an noz e varv unan eus ar gouvidi.
    Eizh... Troc het diouzh ar bed gant ur barrad gwallamzer, hag hentet gant ur rimadell bugale savet evel ur gont a-c'hin... e krogont da vervel, unan hag unan...
    Seizh... Piv en o zouez eo ar muntrer, ha daoust hag unan anezho a chomo bev ?

empty